Psalm 39
O men Doué, deit fonnabl d’em sekour
Pell amzér, ged fians,
Em-es gorteit an Aotrou Doué,
Ha taolet en-des é sell arnon.
Chelaouet en-des me fedenn
Me zennet en-des ag ar vouillenn don
Eh oén abarh é stad truheg
Sonneit en-des me zreid àr ar roh
Ha rénet oll me fazoù
Lakeit en-des é me genoù ur werzenn neùé,
de lared mélasion de men Doué.
Kalz a dud, é wéled kement-sé, a zoujo Doué,
hag a lakei o honfians énnon
Eidon-mé, me zo peur ha diovér em-es a beb tra
Med Doué en-des soursi ahanon.
Hwi é men goarnour ha oll me sekour ;
Ne zerénet mui enta, o men Doué