5ved Sul Fask

Pédenn-digor :

 Pédam an Aotrou Doué,

Aotrou Doué, dégaset ho-pes ho Mab d’on salvein hag de ober a beb unan ahanom ho pugalé karet, sellet-ni enta ged madelezh  ; èl ma kredam ér Hrist, groeit deom ar frankiz gwir hag ar vuhé peurbaduz.

Dré Jézus-Krist ho Mab, or Salvér hag on Doué, a viù genoh ha ged ar Spered santél, a oll viskoah de viruikén.           

 

 

Pennad tennet a Livr Obéroù an Apostoled (14, 21b-27) :

 

Deit éndro de Ikonium ha de Antioch a vro Pizidi, é ré kalon Paol ha Barnabé d’an disipled hag o dougé de hoarnein biù ar fé én ur lared : red é deom tremén dré kalz a drébillioù aveid gounid Rouantelezh an Néañv.

Hanùein a hrent ur ré ag ar ré gozh é penn a beb unan ag o ilizioù ha goudé en-devoud pédet ha yunet, lakad a hrent an dud greduz-sé édan goarnasion an Aotrou Doué.

 

Treuzein a hrent ar vro Pizidi betag ar vro Pamfili. Goudé en devoud predeget d’an dud a vro Perjé, é tiskennent betag Attalia, hag enno, o-doé kemérent ur vag aveid moned éndro de Antioch a vro Siri ; énno éh oent bet lakeit édan grès Doué aveid al labour a oé bet neuzé kaset de-benn.

Pe oent arriùet, ha goudé en devoud tolpet izili an Iliz, é larent dehé ar péh en-devoé groeit an Aotrou Doué aveité ha penaos en-devoé éañ digoret dor ar fé d’ar Baganed.

 

 

Psalm 114

 

Revéet benniget, men Doué, de virùikén

 

Tinerded ha truhé é an Aotrou Doué,

Difonn d’ar gounar ha lan a garanté ;

Aveid an oll é madelezh an Aotrou Doué,

Hag é dinerded aveid oll é obéroù.

 

Bet mélet Aotrou Doué, dré ho obéroù

Bet mélet dré ho fidéled !

Ind a embanno ho rouantelezh ,

hag a vrudo ho obéroù kaer.

 

Bannein a hreint d’an dud ho taolioù kaer,

Gloér ha splanndér ho rouantelezh :

Ho rouantelezh,a zo ur rouantelezh peurbaduz,

Hag ho mestroniezh aveid an oll rumadoù

 

 

Pennad tennet a livr an Apokalips (21, 1-5) :

 

 Mé, Iehann, gwélet em-es un néañv neùé hag un douar neùé, rag an néañv ketañ hag an douar ketañ a oé bet diskaret ha ne oé ket mui mor ebed.

Ha gwélet em-es é tischenn ag an néañv, a-zal an Aotrou Doué, ar gér santél, ar Jéruzalem neùé, prest kaer, èl ur plah gwisket braù aveid hé goaz.

Ha kleùet em-es ur boéh kriù hag a zé adal Tron Doué ; lared a hré : Chetu demeurans Doué ged an dud ; chomel a hrei geté hag ind a vo é bobl, an Aotrou Doué éañ mem a vo én o hreiz.

Séhein a hrei peb dar ag o daoulagad ha ne vo ket mui marù ebed ; ne vo ket mui na ouilerzh, na hucherezh, na tristé ; rag ar grouéans ketañ a vo oeit de ged.

Nezé an Hani a oé àr an Tron a zisklérias : Chetu me hra neùé-flamm oll an traoù.

 

Alleluia

 

Karanté é an Aotrou Doué.

En em garam an eil égilé èl ma on har an Aotrou Doué.

 

 

Aviél :(St Iehann 13, 31-33a, 34-35).

 Epad ma oé Jézuz é kemér ar pred devézhan ged é zisipled, hag a p’en-doé Judaz oeit ér mêz, Jézuz a zisklérias « Breman éma gloestret Mab-Dén, ha gloestret é an Aotrou Doué énnoñ. Mar dé gloestret an Aotrou Doué énnoñ, an Aotrou Doué d’é dro a rei dehoñ é gloér ; ha eañ er rei heb dalé.

Mem bugaléigoù n’em-es mui nameid un nebeud amzér de chom genoh.

Me ra deoh ur hourhemenn neùé : en em garet an eil égilé.

Ar péh a ziskoei d’ar bed abéh éh oh men disipled a vo ar garanté ho po an eil aveid égilé

 

Pedenn àr ar provoù.

 

Aotrou Doué on Tad, én eskem souéhuz a sakrifis an overenn, ni a zo lodeg d’ho natur douéel ; èl ma anaùam ho kwirioné, groeit deom de voud fidél dehi épad oll or buhé.

Dré Jézus-Krist or Salvér.            

 

Pédenn goudé ar gomunion :

 

Aotrou Doué lan a vadelezh, chomet tost d’ho pobl, rag hebzoh, or buhé en em ziskar; lakeit de bas d’ur vuhé neùé ar ré ho-pes disket déhé sakramatoù ho rouantelezh

Dré Jézus-Krist or Salvér.