Pédenn-digor :
Doué oll gelloudeg ha peurbaduz, hwi a hellam dija galùein on Tad, lakeit de greskein én or halonoù ar spered a hra ahanom ho kwir vugalé ; èlsé é veem é stad de zoned un dé én héritaj grateit deom.
Dré Jézus-Krist ho Mab, or Salvér hag on Doué, a viù genoh ha ged ar Spered Santél, a oll viskoazh de virùikén
Lénnadenn ar Livr ar Furnez 18 (6-9)
Noz fask ar salvedigezh a oé bet anaùet en araog ged on Tadoù ; ged ar promesoù o-doé kredet enné, éh oent ér joé. Hag ho pobll a zigeméras én un taol salvedigezh ar ré just ha diskar o éneberion.
El ma oeh é kastiein on énébourion, é oem galuet aveid rein deom ho kloér.
En um guzh én o zi, é kinnigé ur sakrifis bugalé fidél ar ré just hag é hloestré , oll o unan, al lézenn douéel-man : ar sent a geméré peb unan é lod, ar gwellan hag ar goazhan ; ha dija é kanen sonennoù méleudi an Tadoù.
Psalm 32
Euruz ar mevel soursiuz
Lodeg a vo é joé é vestr
Tud just, huchet ar Salvér ged joé
Tud reizh, doh hwi ar méleudi !
Euruz ar bobl, a vé an Aotrou hé mestr,
Euruz ar vro en-des eañ choéjet aveid é zemeurans.
Doué a zo eùéhuz àr ar ré en douj,
Hag a laka o espér én é garanté,
Eid o zennein ag ar marù,
gouarn o buhé d’an déioù a gerteri.
Gortoz a hram or buhé dré an Aotrou Doué;
Éan é eidom ur harp, ur skoed.
Aotrou Doué, revo ho karanté arnom,
El men dé on espér énnoh.
Kentél tennet a lihér Sant Paol d'an Hebréed (Hb 11, 1-2, 8-19)
Mem breudér, ar fé a zo an asurañs gwellañ aveid ar péh a vér é espérein : diskoein a hra deoh éma gwir ar péh ne wéler ket. én arbenn dehi éma bet gloestret tud an amzer gozh. Dré ar fé, sentuz d'ar galv en-doé kleùet, éh as Abraham de gaouid ur vro promètet dehoñ, hag éh as én hent heb gouied é-menn éh é. Dré ar fé, é chomas èl un estrañjour àr an douar promètet, én ur viùein édan ur lojeris lién àr-un-dro ged Izaag ha Jakob, kenhériterion ar mem promès, rag é oent é hortoz én ti diazéet mad, ijinet ged Doué ha saùet getoñ.
Dré ar fé, Sara, hi eùé, boud ma oé kozh, a reseùas ar gelloud de voud dougeréz, rag hi a gredas é komzoù an hani en-doé groeit ar promès dehi. Ha chetu perag, ag un dén hebkén, déja sammet ged ar gozhoni, é tas rummadoù tud ér bed, ken nivéruz èl stéred én néañv, ken stank èl an trézh àr ribl ar mor.
Ér fé émant marùet oll, heb en-devoud reseùet ar péh a oé bet grateit dehé, ha goudé neoah, er gwélet o-doé hag er saludet a bell.
Alleluia
Bet eùéheit ha bet prest : ne anaùet ket an eur é tei éndro Mab-Dén.
Aviél revé Sant Lukas 12 (12-38)
Jézus a laré d’é zisipled :
Chomet èlsé ho tilhad labour genoh ha gouarnet ho lampoù alumet. Bet èl tud a zo é hortoz o mestr é toned d’ar gér ag ar fest aveid digor an nor dehon pe skoéi dohti. Euruz ar vevelion a vo kavet ar mestr p’arriùo d’ar gér. Amen ! M’el lar deoh: kemer a hrei ean mèm é zilhad labour, ha eaén o azeo doh taol hag o servijo peb unan d’é dro. Mar da de greiznoz pé devezhatoh hoah hag o hav èlsé, pegen euruz int. Hwi a oui awalh : pe anaùehé mestr an ti an eur ma teliehé doned al laer, ne laoskehé ket anehon gober un toul én ti.
Hwi eùé, en um zalhet prest : d’an eur ha ne chonjet ket é tei Mab-Dén.
Pedenn àr ar provoù.
Aotrou Doué, reit ho-pes ar provoù-man d’ho iliz eid ma hello o hinnig deoh ; plijet o digemer ged leùeiné, ma teint de voud, dré ho kelloud, sakremant on salvedigezh.
Dré Jézus-Krist or Salvér
Pédenn goudé ar gomunion :
Groeit ma ta de voud ar gomunion on-es groeit d’ho Sakremant, or salvedigezh hag on laka de viù én ho kwirioné
Dré Jézus-Krist or Salvér