Pedenn de zigor
Aotrou Doué, hiziù, dré vistér ar Pentekoust, é lakeit de voud santél ho iliz émesk an oll bobloù hag an oll vroioù : skuillet donézonoù ar Spered Santél àr ar beb abeh ha kendalhet, é kalonoù ar
ré a gred énnoh, al labour a garanté ho-pes komanset kenteh man dé bet predéget an Aviél
Dré Jézus…
Pennad tennet a Livr Obéroù an Apostoled
En achiùmant a zéioù ar Pantekoust, hantér-hant dé goudé Pask, éh oé an oll disipled an eil ged égilé én ur mem léh, ha chetu én un taol deit ag an néañv, un trouz hanval doh ur bar-aùél kriù hag
a laka de zasonein rah an ti ma oent énno.
Hag ind a wél a beb tu èl teadoù tan, hag unan é poéz ar beb unan anehé. Ha chetu ind, lan ag ar Spered Santél, doh en em lakad de gomz peb lavar èl ma o dougé ar Spered santél d’er gobér.
Boud a oé nezé é Jéruzalem Juifed, tud a zoujans Doué, deit d’énno a gement bro zo édan an héol. E kleùed trouz an aùél en-doé huéhet, ind a za a vostad én dro d’an ti, hag a chom bamet a pe
gleùant an Apostoled é komz lavar peb unan anehé.
Oll éh oent èl beziùet, hag én o souézh ind a laré an eil d’égilé : Rah an dud-sé a zo é komz dohom, ha nen dint ind ag ar Galilé ? Penaos enta o hleùam-ni é komz lavar peb unan ahanom ?
Parted, Méded, Elamited, tud ag ar Mézopotami, ag ar Judé, hag ar Hapados, ag ar Pont, ag an Azi, ag ar Friji, ag ar Panfili, ag an Ejipt, a gornadoù bro al Libi étal Sirén, hag ar ré a zo deit a
Rom, Juifed dré ar goéd pé dianvézerion chujet d’ol lézenn, Kréted hag Arabed, oll en o hleùam é téviz, é lavar or bro, burhudoù an Aotrou Doué.
Psalm 103
Aotrou Doué, digaset deom ho Spered
A reneùé dremm an Douar
O me iné, benniget an Aotrou Doué ;
Men Doué, hwi a zo ken braz !
Pegen nivéruz, Aotrou Doué, ho obéroù !
Lan é an douar ged ho oll vadoù.
Kemer a
hret o anal ha chetu ind marù
Deit éndro de voud huen.
Kas a hret o anal, krouéet ind ;
Hwi a reneùé dremm an douar.
Gloér d’an Aotrou Doué de virùikén !
Revo é leùiné an Aotrou Doué dré é obéroù !
Revo plijuz mem barhoniezh dehon ;
Eh on é leùiné ged an Aotrou Doué
Pennad tennet a lihér St Paol d’ar Halated
Mem bredér, m’el lar deoh :
Biùet revé ar Spered ha ne sentet ket doh fall déchoù ar horv. Rag ar horv en-des téchoù éneb d’ar Spered, hag ar spered a zo é brezél éneb d’ar horv ; émant unan éneb d’an arall, ha ragsé ne
hret ket dalbéh ar péh a blijehé deoh ; med a pe sentet doh ar Spered, deit oh de voud mestr àr lézenn ar horv.
Obéroù fall ar horv a zo hanad mad ; chetu ind aman ; pailhardiezh ha peb sort péhed louz, idolatri, sorserèzhoù, kasoni, breterezh, kounnar, tabutoù, dispeah, évi, multrerezh, mèuerezh, korvadoù
ha traoù arall sort-sé. Me lar deoh, èl m’em-es dija laret penaos ar ré a hra péhedoù sort-sé ne veint ket lodeg é rouantelezh Doué.
E kontrel, fréh ar Spered a zo : ar garanté, al leùiné, ar peah, ar basianted, ar vadelezh, ar reizhted a vuhé, an nerzh é kreiz ar poénioù, ar féalded, ar modér, ar burted. Ar horv ged é
lézennoù n’en-des droed erbet éneb d’an obéroù santél-man. Ar ré a zo de Jézus-Krist en-des staget doh ar groéz o horv ged oll é déchoù ha hoantoù diroll
Mar biùam revé lézenn ar Spered, kerham eùé revé ar mem lézenn.
Veni Sancte Spiritus
Spered Santél, Spered glan,
Deit, digaset ag an néañv
Sklerdér én or speredoù
Deit o Tad ar beurerion,
Deit mammenn peb donézon
Deit splanndér ar halonoù.
Hwi zo gouarnour an inéan
Hwi zo hé honfort gwellan
Freskoni, doustér heb par.
Hwi zo diskuizh él labour
Én toemdér, kloarizion flour
Ha leùiné ér glahar.
O splanndér deit ag an néañ
Um strèùet én on inéan
Ma vo deoh perped fidél
Heb ar sekour a ho krès
É kalon mab-dén n’en-des
Nitra glan, nitra santél.
Me zo louz : deit d’em hoalhein
Me zo séh : deit d’em mouistein
Me zo klañv braz : gwelleit dein.
Me zo stenn : deit d’em flégein
Me zo kromm : deit d’em eañnein
Me zo yein sklas : toemmet dein
Ged fians braz, ni ho ped
D’ho pugalé dakoret
Ho seizh donézon santél.
Reit deom ar wir santelezh
Reit deom ar salvedigezh
Reit ar joéioù éternél
Elsé revo groeit.
Alleluia
Deit Spered Santél.
Lanet kalon ho pobl fidél.
Intanet énné tan ho karanté.
Alleluia
Aviél Jézus-Krist revé Sant Iehann
En amzér-sé, Jézus a laré d’é zisipled :
med pe vo deit ar Honfortour, ar Spered a wirioné a za ag an Tad hag a zavéein deoh a berh an Tad, henneh a zakoro testoni ahanon. Ha hwi a zakoro testoni, rag ma oh genein ag ar penn ketan.
Eleizh a draoù arall em-es hoah de lared deoh. Med n’hellet ket o hompren breman. Med, a pe vo deit ar Spered-sé a wirioné, ean a zisko deoh kement gwirioné zo. Rag ne gomzo ket anehon é unan. Med komz a hrei a gement tra en-devo kleùet ha disklériein a hrei deoh an traoù de zoned. Ean vo a hrei inour dein, rag ma reseùo ag ar péh a zo dein ha ma en disklério deoh.
Oll ar péh en-des me Zad a zo dein ; chetu perag em-es laret : « ar Spered a reseùo ag ar péh a zo dein hag en disklério deoh »
Pedenn àr ar provoù
Plijet genoh, Aotrou Doué, sellet penaos éh om doh ho kortoz ; dalhet sonj a bromès ho Mab. Groeit ma anaùeem ged sekour ar Spered Santél muioh mui ar mistér santél éh om é lidein ha ma vo
digoret deom ar wirioné penn der benn.
Dré Jézus…
Préfas ar Spered santél
E gwirioné, Tad santél,
Doué oll-gelloudeg ha peurbaduz,
un dra just ha déliet é ho trugérékat,
é peb léh hag é peb amzér,
dré Jézus-Krist or Salvér.
Rag, goudé boud saùet de lein an Néañv,
hag azéet én tu déheu deoh,
ean en-des hiziù, èl m'en-doé grateit,
skuillet ar Spered santél àr an dud,
e-hues keméret aveid ho pugalé.
Chetu perag é trid (verù) ar bed abèh
ged ar vrasan leùiné,
hag oll Speredoù gelloudeg an Néañv
a gan mélasion d'ho kloér
én ul lared de virùikén.
Santél
Pedenn goudé ar Gomunion
Aotrou Doué a zakor d’ho Iliz madoù an Néañv, miret enni ar hrès ho-pes reit dehi ; groeit ma vo berped nerhuz anal ar Pantekoust ; groeit ma hello ar pred-man santelleit ged ar Spered lakad ar
bed abeh moned d’ar salvedigezh.
Dré Jézus
Bennozh meur de achiù
Hiziù an dé, an Aotrou Doué, Tad peb sklérijenn, en-des kaset ar Spered Santél de Zisipled ar Hrist.
Revo énnoh donoh don ar Spered-man a gas deoh é donezonoù.
Amen
Revo fondet ennoh, é kreiz ho kalonoù, oll an traoù fall ged an tan deit ag an néañv àr an disipled, kaset de lakad é sklérijenn dré ar bed abeh.
Amen
Ar Spered Santél é en-des dastumet ar pobloù, ged lavarioù dishanval, én ur memes fé ; groeit ma talhent de voud fidél d’ar fé biù-sé én un espér dé an Aotrou Doué.
Amen