Doué oll-gelloudeg ha peurbaduz, on rénet betag eurusted ar baradouiz ; ma ta de benn ar vandenn, daousto d’hé goannedigezh, ér léh éma deit abarh tréhiuz hé bugul
Dré Jézus-Krist ho Mab, or Salvér hag on Doué, a viù genoh ha ged ar Spered santél, a oll viskoah de viruikén.
Pennad tennet a Livr Obéroù an Apostoled (Ac 4, 8-12) :
Galvet dirag Kuzul Meur Izraël, Pier, lan ag ar Spered Santél a zisklérias dehé : “ Mistr ar bobl, ha hwi an dud kozh, chelaouet : tud a zo é klask penn genem ag ar vad on-es groeit d’un dén mahagnet hag ind a garehé gouied penaoz éma bet êseit dehon. Me hrei d’anaùein deoh-hwi ha de beb unan a bobl Izraël éma dré hanù Jézuz a Nazareth. Doué en-des eañ saùet a varù de viù; dré an hanù-sé éma bet gwelleit d’an dén hag a wélet aman divahagn. Ar Jézuz-sé a zo ar maen ha ne hwes ket vennet anehoñ én ho ti; eañ a zo neoazh ar gwir maen-korn. N’en-des ket a salvedigezh meid énno. N’en-des ket ér bed hanù erbed arall a hellehé mab-dén boud salvet drézoñ.
Psalm 117
Dré hanù Jézus éma reit deom, ar salvedigezh peurbaduz
Mélet an Aotrou Doué; eañ a zo mad !
Peurbaduz é é garanté !
Laram, ni hag en-douj an Aotrou Doué,
Peurbaduz é é garanté !
Gwell é en em harpein àr an Aotrou Doué
Eid gortoz sekour ged an dud ;
Gwell é en em harpein àr an Aotrou Doué
Eid gortoz sekour ged tud oll-gelloudeg !
Ar maen en-des dilézet ar saùerion-tiér
A zo deit de voud ar maen-sôl :
Obérenn an Aotrou Doué é,
Ar burzhud édan on daoùlagad.
Hwi zo men Doué, ho mélein a hran,
Men Doué, hous inourein a hran !
Mélet an Aotrou Doué : eañ a zo mad !
Peurbaduz é é garanté !
Kentél tennet a lizhér ketan Sant Yann (1Jn 3, 1-2) :
Mem breudér a garanté,
Sellet pegen braz é, ar garanté en-des an Tad or lañet ; vennet en-des ma veem galvet bugalé Doué – hag éh om é vugalé. Chetu perag ne hell ket an dud on anzaù; rag ma n’o-des ket dizoleit Doué.
Me muian karet, goudé breman éh om bugalé Doué; mez ar pézh a vo ahanom n’hellam ket hoazh er gwéled splann. Ni er goui : a p’arriùo Mab-Doué é veem par dehoñ rag ma er gwéleem èl m’éma.
Alleluia
Jézus ar Bugul mad a anaù é zeved hag é zeved en anaù. Reit en-des é vuhé aveité.
Jézuz a laré d’ar Juifed : « Mé é ar bugul mad, ar gwir bugul. Ar bugul mad a ra é vuhé aveid é zeved.
Ar gopraér, eañ, n’en-dé ket ar bugul, rag n’en-dé ket an deved dehon; pe wél ar blei é toned, éañ a laosk an deved hag a déh kuit; ar blei a skrap hag a zispenn an deved. Ar bugul-sé a déh kuit rag m’en-dé nameid ur gopraér ha n’en-dé ket é poén ag an deved. Mé é ar bugul mad; me anaù men deved ha men deved me anaù èl em anaù me zad ha ma en anaùan. Ha me ra mem buhé aveid men deved. Boud em-es hoazh deved arall ha n’en-dint ket ged ar vandenn-man. Reit é dein o dégas eùé devad ar rérall; ha kleùed a hreint mem boéh , ha ne vo kén meid ur vandenn ha kén meid ur bugul. An Tad em har rag rein a hran mem buhé hag hé adkeméran àrlerh. Hañi n’en-des gellet hé lemel azohein; m’hé ra é me unan. Me hell hé rein ha me hell hé hemér éndro : chetu ar gemenn em-es reseùet aberzh me Zad.
Pedenn àr ar provoù.
Plijet genoh, Aotrou Doué, ma hellehem rein berped deoh grésoù aveid mistériou ar Pask ; ma talhent d’ober énnom ho labour a salvedigezh ha ma veint aveidom ur vammenn diheskuz a leùiné.
Dré Jézus-Krist ar Salvér
Pédenn goudé ar gomunion :
Doué oll-gelloudeg ha bugul lan a vadelezh, plijet genoh diwall ged tinerded ho pugalé; ho-pes or salvet ged goed ho Mab : digoret deom de viùein euruz ér Baradouiz.
Dré Jézus-Krist ar Salvér