3ved Sul Fask

 

Pédenn-digor :

Gouarnet d’ho pobl hé leùiné, Aotrou Salvér, hwi hag en-des reneùéet hé nerh hag hé youankiz ; reit e-hues deom méritein boud mabed an Aotrou Doué, kresket énnom an espérans de voud saùet a varù de viù.

Dré Jézus-Krist ho Mab, or Salvér hag on Doué, a viù genoh ha ged er Spered santél, a oll viskoah de viruikén.

 

Pennad tennet a Obéroù an Apostoled (Ac 3, 13-15, 17-19):

 

Pier a saùas dirag ar bobl hag a laras : “ Tud Izraël, Doué Abraham, Izaak ha Jakob, Doué on tadoù en-des reit é hloér d’é servitour Jézuz, pe oeh hwi édan en dilézel. Pilat a oé aveid el lézel de voned, ha hwi en-des éan dilézet.

Ean, ar Sant, al Léal, er boutet e-hues ha goulennet grès aveid ur multrér. Ean, an hani ketan ag ar ré viù el lahet e-hues, med an Aotrou Doué en-des éan saùet a varù de viù ; ag an dra-sé éh om testerion.

Med, breudér, me oui awalh e-hues groeit dré ziouiegeh, hwi hag ho rénerion.

Med Doué hag en-doé laret, dré gomzoù ar Broféted, penaoz ar Mesi a vehé bet lakeit de gouzañv, a gasé èlsé é gomz de benn.

Chanjet enta ha distroet de Zoué eid ma vo lamet ho péhédoù.

 

 

Psalm 4

Dizoleit, o Aotrou Doué ho fâs lugernus

 

Pe laoskan me zaol kri, Doué me reihted

Hwi hag a hra konfort én dianéz

Trué dohon, chelaoùet me fedenn

 

Eleizh a houlenn :

Più a ziskoéi deom an eurusted ?

Arnom, Aotrou Doué, revo ho fas sklérijénnet !

 

Er peah, mé eùé, éh an de gousket ;

Rag hwi a hra dein boud é chom, Aotrou Doué,

é me unan, ér fians.

 

 

Pennad tennet a lihér ketan Sant Iehann (Jn 2, 1-5)

 

Mem breudér a garanté, skriù a hran aveid ma tiwalleèt doh ar péhed. Med, mar da d’unan ahanoh péhein, un diwennour a gavam dirag Doué on Tad : Jézuz-Krist, al Léal. Ean a zo ar prov kinniget aveid or péhedoù, ha pas hebkén aveid or ré-ni, med eùé aveid ar ré ag ar bed abéh.

Ha chetu penaoz é hellam gouied mar en anaùam : én ur houarn é hourhemennoù. An hani a lar « M’en anaù », ha ne houarn ket é hourhemennoù, henneh a zo ur gaoùiard. Nen dé ket ar wirioné énnon. Med én hani é vé gouarnet é gomz ged léalded, é gwirioné, éma karanté Doué de voud an ihuélan. »

 

 

Alleluia

 

An Aotrou Krist saùet a varù, en em ziskoa d'é zisipled, ha eañ a ra dehé é beah. Alleluia.

Alleluia, Alleluia, Alleluia.

 

 

Aviél revé sant Lukas (Lc 24, 35-48)

 

An disipled hag a oé é toned ag Emmaüs a gomzé d’an unneg apostol ha d’o hensorted ag ar péh a oé bet dégouéhet geté àr an hent, ha penaoz o-doé anaùet ar Salvér a pen doé torret ar bara.

El ma oent é komz hoah, chetu éan-mem én o hreiz, hag é lared dehé : «  Revo ar péah genoh ». Spontet hag euneg ind a gredé gwéled ur spered. Jézuz a laras dehé : « Perag éh oh-hwi treboulet ? Ha perag ar chonjoù-sé énnoh ? Sellet doh men daoùorn ha me zreid : mé é. Kroget énnon, sellet : ur spered n'en-des na kig nag askorn, él em-es mé, èl ma wélet ! »

Arlerh ar homzoù-sé é tiskoas é zaoùorn hag é dreid. En o leùiné ne fient ket hoah kredein hag é choment bamet. Jézuz a houlennas geté : « Ne hues ket nitra de zèbrein ? » Ind a ginnigas dehon un tamm pesk grillet. Ean er geméras hag en dèbras diragté.

Neuzé éan a zisklérias : « Ho péet chonj ag ar homzoù em-es laret deoh pe oen hoah genoh. Fallein a hré ma achiùas rah ar péh a oé skriùet àrnon él lézenn Moïz, ar Broféted hag ar psalmoù. »

Neuzé é tigoras dehé ho speredoù de skiant ar skriturioù. Lared a hras aveid achiù : « Groeit é èl ma laré ar Skritur : gouzañv ar Mési, é saù ag ar ré varù an drivet dé, hag ar hemm bannet én é hanù eid pardon ar péhedoù d’an oll broioù, én ur gomans ged Jéruzalem. Hwi é a zo testerion an dégouéhioù-sé. »

 

 

Pedenn àr ar provoù.

 

Dégeméret, Aotrou Doué, donézonoù ho iliz é gouél : Hwi zo mamenn an eurusted ken braz ; groeit ma kreskei én ul leùiné peurbaduz.

Dré Jézus-Krist or salvér

 

 

Pédenn goudé ar gomunion :

 

Sellet ged madelezh, Aotrou Doué, doh ho pobl e-hues reneùéet dré ho sakramantoù ; groeit ma  arriùeem de vuhé an eurusted , hwi hag en-des en em galùet d’anaùein ho kloér.

Dré Jézus-Krist or Salvér