29ved sulieg

 

incomplet

 

Lénnadenn ketan

Lénnadenn tennet a Livr Izaï (Is 53, 10-11)

Breùet ged ar gloéz, ar servitour en-des plijet d’an Aotrou. Mez, mar dé é vuhé un aberh a bénijenn, é vo reit dehon ur vuhé hir ; drézon é vo groeit vennanté an Aotrou. En arbenn ag ar boén en-des bet  é wélo ar splanndér ha goalhet  a vo é galon. Dré ma en-des gouzañvet poén, an hani reih, me servitour, a hounido ar reihted aveid an oll ; dougein a hrei samm o féhedoù.

 

 

Psalm 32 :

 

Revo ho karanté àrnom, on espér  zo énnoh.

 

Ya, reih é komz an Aotrou Doué ;

Fidél é én oll é obéroù.

Karein a hra ar reihted hag ar justis ;

Lan é an douar ag é garanté.

 

Doué a zo eùéhuz àr ar ré en douj,

Hag a laka  o espér én é garanté,

Eid o zennein ag ar marù,

gouarn o buhé d’an déioù a gerteri.

 

Gortoz a hram or buhé dré an Aotrou Doué;

Éan é eidom ur harp, ur skoed.

Aotrou Doué, revo ho karanté arnom,

El m’en dé on espér énnoh.

 

 

Lénnadenn Lihér Sant Paol Apostol d’an Ebréed (He 4, 14-16).

 

Breudér, é Jézuz Mab Doué, on-es ar béleg braz, an hani a zo oeit én tu rall d’an Néañv. Dalham mad enta de vannein ar fé.. E gwirioné, ar béleg braz on-es a zo tré de voud lodeg én or goannedigeh; é peb tra en-des anaùet ar poénioù èldom, ha n’en-des ket péhet.

Dam enta araog ged hardéhted tréma an Doué oll-gelloudeg lan a druhé hag a ra, pe vé red, grès é sekour.

Alleluia

 

Deit é Mab an Dén aveid servijein hag aveid rein é vuhé de brénein an oll dud

 

 

Aviél or Salvér Jézuz-Krist revé Sant Mark (Mc 10, 35-45)

 

Jak ha Yann, mabed Zébédé, a dostas de Jézuz hag a laras dehon :

« Aotrou, ni a garehé ma chelaoùeheh or goulenn. »

Ean a laras dehé :

« Petra a fallehé deoh ma hrein-mé aveidoh ? »

Ind a reskondas dehon :

« Lesket-ni de azéein, unan d’ho tu dehoù, an all d’ho tu klei, én ho kloér. »

Jézuz a laras dehé :

« Ne ouiet ket ar péh a houlennet. Hag helleheh-hwi éved d’ar halis éh an de éved ?, reseù ar badéent é kani é vein soubet ? »

Ind a laras dehon :

« Ni a hell. »

Ean a reskondas :

“Ar halis é kani éh an de éved, hwi a évo énno, hag ar badéent é kani é vein soubet, hwi er reseùo. Aveid kaved ul léh d’an tu dehoù dein, pé d’an tu klei, nen dé ket dein d’en obér; boud zo ré en-des o léh aprestet.”

An deg arall en-doé kleùet, hag arfleuet a oent éneb de Jak ha Yann.Jézuz o galùas hag a laras dehé :

« Er gouied a hret ; ar ré hag a vé sellet èl rénerion ar broioù païan a hourhemenn èl mistr ; ar ré vraz a zisko o gelloud. En ho mesk, ne zeli ket boud an traoù èlsé. An hani a venn doned de voud braz a vo ho servijour. An hani a venn doned de voud ar hetan a vo sklav an oll, rag nen dé ket deit Mab an Dén eid boud servijet mez eid servijein ha rein é vuhé aveid dasprénein an oll dud. »