Gouil Santéz Anna

 

Pédenn-digor :


Pédam an Aotrou Doué,
Aotrou Doué on Tadoù, choéjet ho-és Santéz Anna de lakad ér bed mamm ho Mab ;
ho pédein a hram én dé-man eid ma vo lidet hé gouél,
plijet genoh rein deom ar salvedigezh ho-és grateit d'ho pobl.
dré Jézus-Krist, ho Mab, or Salvér hag on Doué, a viù genoh ha ged ar Spered Santél, a oll viskoazh de virùikén.

 


Pennad tennet a livr Ben Sirah (44, 1.9a.10-15)

 

Mélam enta an dud oll-vrudet a oé or gourdadoù.
Boud a zo tud ha ne vé ket dalhet chonj anehé;
n'é ket lod an dud féal, n'é ket bet ankouéhet o oberoù a justis.
O eurvad a bado ken pell èl o ligné,
o bugalé a zo dehé ur braù a héritaj.
Derhel a hra o ligné de lézennoù an Emgleù, hag o bugalé, grès dehé, a zo chomet féal.
De virùikén é pado o ligné, ha jaméz ne vo diverchet o gloér.
Ér peah éma bet douaret o horvoù,
hag chomel a hrei biù o hanù eid an oll rummadoù.
Kontet a vé o furnezh ged ar pobloù, hag ar vodadeg a gan o méleudi.

 

Psalm 131
 

An Aotrou Doué  a rei deho tron David é dad

 

Grateit en-dés an Aotrou Doué de Zavid :
Gwirioné ha ne zistroei ket a-ziàrnehi :
“Un dén ganet ahanoh é
A lakein àr ho tron.”

 

Rag an Aotrou Doué en-dés choéjet Sion,
Ha hoantet gobér énni é zemeurañs :
“Chetu léh men diskuézh de virùikén,
Ar léh em-es hoantet chom énnoñ.”

 

Eno é lakein nerh David de gellidein,
Ur holeùenn a alumein eid me Mesi ;
É éneberion a wiskein a véh,
Hag àrnehoñ é vleuei é gouronenn.
 

 


Kentél tennet a lihér Sant Paol d'an Hebréed (2, 4-9)

 

Mem breudér, ar fé a zo an asurañs gwellañ aveid ar péh a vér é espérein : diskoein a hra deoh éma gwir ar péh ne wéler ket. Én arbenn dehi éma bet gloestret tud an amzer gozh. Dré ar fé, sentuz d'ar galv en-doé kleùet, éh as Abraham de gaouid ur vro promètet dehoñ, hag éh ias én hent heb gouied é-menn éh ié. Dré ar fé, é chomas èl un estrañjour àr an douar promètet, én ur viùein édan ur lojeris lién àr-un-dro ged Izaag ha Jakob, kenhériterion ar mem promès, rag é oent é hortoz an ti diazéet mad, ijinet ged Doué ha saùet getoñ.
Dré ar fé, Sara, hi eùé, boud ma oé kozh, a reseùas ar gelloud de voud dougeréz, rag hi a gredas é komzoù an hani en-doé groeit ar promès dehi. Ha chetu perag, ag un dén hebkén, déja sammet ged ar gozhoni, é tas rummadoù tud ér bed, ken nivéruz èl stéred én néañv, ken stank èl an tréh àr ribl ar mor.
Ér fé émant marùet oll, heb boud reseùet ar péh a oé bet grateit dehé, ha goudé neoah, er gwélet o-doé hag er saludet a bell

 

Alleluia

Lan ag ar Spered santél Anna asertijé Doué noz ha dé hag a hoerté ar honfortans de zoned eid pobl Izrael.

 


Aviél or Salvér Jézus-Krist revé Sant Maheu

 
Jézus a laré d'é zisipled : “Deoh-hwi éma reit de anaùein mistérioù Rouantelezh an néañv. Euruz ho taoulagad, pe welant, ho tiùskouarn, pe gleùant. Gwir é, m'er lar deoh, nag a brofeted, nag a dud just en-dés hoantet gwéled ar péh a wélet, ha n'o-dés ket er gwélet, kleùed ar péh a gleùet ha n'o-dés ket er hleùet.

 

Pedenn àr ar provoù. 


Ho pédein a hram, Aotrou Doué ; plijet genoh degemér ar péh a gennigam deoh a-greiz kalon én dé-mañ ma lidam gouél Santéz Anna.
Groeit deom kaouid perh ér bennoh grateit de Abraham ha d'é vugalé.
dré Jézus Krist ar Salvér.

 

Pédenn goudé ar gomunion :

 

Pédam an Aotrou Doué
Plijet é bet genoh, Aotrou Doué, é vehé bet ganet ho Mab unganet én ur familh ag an douar, eid ma tehé an dud, dré un eskemm bamuz, de voud ganet én-dro ag ho puhé-hwi ;
reit, d'ar ré ho-és maget ged bara an néañv, d’an dé a lidam Santéz Anna, Mamm gozh ho Mab, boud santelleit ged ar Spered a hra anehé bugalé deoh.
dré Jézus Krist ar Salvér.