Dédikas (kalan-gouiañv)

 

Pédenn-digor :

 

Aotrou Doué hag a choéj ar mein biù eid seùel demeurans peurbaduz ho kloér  kresket én ho iliz ar fréh ag ar Spered e-hues reit dehi : groeit ma n’arsaù ket ho pobl de voned araog eid seùel ar Jéruzalem ag an Néañv.

Dré Jézus-Krist ho Mab, or Salvér hag on Doué, a viù genoh ha ged ar Spered santél, a oll viskoah de viruikén.             

 

 

Livr Ezékiel : (Ez 47, 1-2.8-9.12)

 

Epad ur gwél reseùet aberh Doué an dén a oé de me hondui me ambrugas éndro betag an tampl ha chetu : a-zidan an treuzoù é strimpé an deur tréma ar saù-héol, pen dé gwir tâl an tampl a oé doh tu ar saù-héol. An deur a ziskenné ag an tu dehoù a dalbenn an tampl ha dreméné de greisté an aotér. An dén me honduias dré zor ar hreiznoz, ha me lakas de obér an dro ag an diavéz betag an nor durheit d’ar hreisté, hag azé hoah é strimpé an deur ag an tu dehoù.

Ean a laras : „ An deur-sé a rid tréma ar hreisté, diskenn a hra ér flangenn ag ar Jourdén, hag en em strèu ér Mor-Marù ha gwellaad a hra é zeurioù.

E kement léh é treméno ar goahiad deur é hello oll al loned biùein ha kreskad. Eleih a besked a vo, rag an deur a wella rah ar péh a vé treuzet dehi hag ar vuhé en em zisko é peb léh ma arriù ar goahiad deur. Ar vord ar goahiad deur, àr an daoù ribl, é kreskei gwé a beb sort ; ne gouiùo ket o del, ne vanko ket o fréh. Peb miz é tougeint fréh neùé, rag é ta an deur-sé ag an iliz. Ar fréh a vo ur magadur hag an dél ur reméd. »

 

 

Psalm 45 (2-3, 5-6, 8-9a.10a)

Chetu demeurans Doué saùet émesk an dud

 

Doué a zo eidom retirans ha nerh,

Skoéans én dianéz, dalbéh kinniget

Ni vo dizouj pe gréno an douar

Pe goého ar manéioù é donded ar mor.

 

Bréhioù ar stér a hra plijadur de gêr an Aotrou Doué

Ar santélan ag an demeuransoù d’an Hani zo ihuél

Azé éma an Aotrou Doué : ne gréno ket anehi

P’arriù ar goloù-dé, Doué ra é sekour.

 

Genem-ni éma, Doué ag ar bed abéh

Kastell-meur eidom, Doué a Jakob

Deit ha gwélet obéroù an Aotrou Doué

Diskar a hra ar brezél ag ur penn d’ar penn arall ag ar bed.

 

 

Lihér ketan Sant-Paol d’an dud a Gorinth (1Co 3, 9b-11.16-17)

Breudér, hwi zo an ti an Aotrou Doué a zo é seùel. El un ti-saùour mad, ged ar hrès en-des an Aotrou Doué reit dein, em-es lakeit ar fondizion. Ur rérall en em laka de seùel an ti; med red é de beb unan diwall penaoz é seùel. Hañi ne hell lakad fondizion arall eid ar ré a zo dija saùet : ar fondizion-sé a zo ar Hrist.

N’ankoéheit ket éh oh tampl an Aotrou Doué, hag éma spered an Aotrou Doué énnoh. Mar da d’unan bennag diskar tampl an Aotrou Doué, an Aotrou Doué en diskaro ; rag tampl an Aotrou Doué a zo sakret, hag an tampl-sé, hwi é.

 

 

Alleluia

 Ema breman an eur é arriù. An gwir adorerion a adoro an Tad ged o spered hag é gwirioné.

 

 

Aviél on Salvér Jézuz Krist revé sant Yehann  2, 13-22

Tost a oé gouélioù Pask aveid ar Juifed,

ha Jézuz a yas de Jérusalem.

Kavein a hras én Tampl gwerherioñ éhen,

deved ha klomed, ha trokerioñ argand.

Goudé bout groeit ur foued ged kerdad,

Eañ o skarhas oll ér méz ag an Tampl,

ged o zeved hag o éhen.

Eañ a streùas àr an douar argand an drokerioñ,

a ziskaras o zaolioù,

hag a laras d'ar ré a werhé klomed :

Lammet an traou-sé ag àr lèh-men.

Ne hret ket a di me Zad un ti marhad."

Doned a hras chonj neuzé d'é zisipled

a girioù ar Skritur Santél :

Doujans ho Ti a vurtella me haloñ.

Ar Juifed neuzé en atersas :

Dré bé merch é tiskoeit deom é hellet gobér kement-sé ?

Jézuz a respondas : Dismantret an Tampl-man,

ha mé, é korv tri dé, m'er saùo a neùé.

Ar Juifed a laras neuzé : hwéh vlé ha daou-ugent

zo bet rekis aveid seùel an Tampl,

ha hwi, é korv tri dé, hwi er saùehé a neùé ?

Mes Jézuz a gomzé a Dampl é Gorv.

Pe oé bet enta saùet Jézuz a varù de viù,

é tas chonj d'é zisipled en-oé laret kement sé.

Ind a gredas stert é komzoù ar Broféted,

hag ér gomzoù en-doé laret Jézuz.

 

 

Pedenn àr ar provoù

 

Dégeméret, Aotrou Doué, ar sakrifis a ginnigam deoh, ha reit d’ar ré ho ped én ho iliz doned de voud kreñveit dré ho sakramantoù ha gwéled o fedennoù chelaouet.

 Dré Jézus-Krist or Salvér.               

 

 

Pédenn goudé ar gomunion :

 

Vennet e-hues ma vehé ho iliz eidom àr an douar ar gemenn ag ar Jéruzalem ag an Néañv. Reit deom, dré ar gomunion-man, boud àr an douar-man an Tampl ag ho krès ha moned un dé é demeurans ho kloér.

 Dré Jézus-Krist or Salvér.