Pédenn-digor :
Doué oll-gelloudeg ha peurbabuz, hwi a hellam galùein « on Tad », lakeit de greskein én on halonoù spered ur mab.
Elsé é helleem moned d’an héritaj grateit deom.
(Dré Jézus-Krist ho Mab, or Salvér hag on Doué, a viù genoh ha ged ar Spered santél, a oll viskoah de viruikén.
Lennadenn lihér ketan ar Rouané (1R 19, 9a.11-13a).
Pe oé arriù Eli d’an Horeb, mané Doué, éh as én ur groh hag a chomas enni tro an noz.
Ean a gleuas komz Doué : “Deit ér méz, àr ar mané, ha chomet dirag an Aotrou, rag éh a de bas”.
Pe oé an Aotrou é tostad, éh tas ur barr-aùél, ken taer ha ker kriù ma feuté ar manéioù ha torré ar réhier,
med ne oé ket an Aotrou ér barr-aùél ;
goudé ar barr-aùél, éh es bet ur hrendouar, med ne oé ket an Aotrou ér hrendouar ;
goudé ar hrendouar, un tan, med ne oé ket an Aotrou én tan,
ha goudé an tan-man, bourbouterzh un aùélenn gloar.
Kentezh ma hi hleuas, en em golein a hras Eli é fas ged é vantell, éh as ér mez hag en em zalhas én é saù étal toull ar groh.
Psalm 84
Lakeit-ni de wéled, bamdé, ho karanté.
Hag ho salvedigezh, reit-hi deom, o men Doué
Chelaou a hran : ha petra a laro an Aotrou Doué ?
Ar péh a lar, éma ar peah ged é bobl.
Tost é é salvedigezh eid ar ré en douj
ha chomel a hrei é hloér ér bed abeh.
Karanté ha gwirioné en em emgav àr un dro,
reizhted ha peah en em grog a vréhad ;
ag an douar é kellido ar wirioné
hag ag an neanv, é plégo arnehi ar reizhted.
An Aotrou Doué a rei é vadoù
hag an douar a rei é fréhenn.
Diragzon é kerho ar reizhed
hag é basoù a vercho an hent.
Lennadenn lihér Sant Paol apostol d'ar Roméned.(Rm 9, 1-5)
Mem breuder,
Ér Hrist, é laran an dra-man ged nerh, rag ar wirioné é, ne laran ket gaou erbet ;
me housians a zo men testoni ér Spered Santé. Un ankin braz a zo é me halon.
Aveid ar Juifed, mem breder a lignaj, é karehen mem boud milliget, dispartiet doh ar Hrist :
é gwirioné, émant mabed Israel, hag en-des maberezh, gloér, liammoù, lézenn, liderezh, graterezh an Aotrou Doué ;
éma ar Batriarched geté hag éma ganet ar Hrist ag o lignaj,
ean hag a zo adrest oll an traoù krouéet, Doué benniget ha peurbaduz. Amen
Alleluia
An Aotrou Doué hebkén a zo me roh ha me salvedigezh ;
ag an néañv, é ra dein é zorn, eid me zennein a zanjér ha me lemel a doull don an deurioù.
Aviél revé Sant Maheu (Mt 14, 22-23)
Kentezh ma en-doé maget ar bobl én déserh, é hourhemennas Jézus d’é zisipled krapein ér vag ha moned én é raog d’an tu-rall ag ar ribl, épad ma vehé ean é kas ar bobl kuit.
Pen dint bet kaset kuit, éh as àr ar mané, én ur léh distro, de bedein. Pe oé arriù an noz, éh oé azé, é unan kaer. Pell a oé dija ar vag azoh an douar, ha heijet a oé ged an houlennoù rag an aùél a oé kontrél.
En achimant ag an noz, é tas Jézus diragté é kerked àr an deur.
En er gwéled é kerhed àr ar mor, éh oé treboulet an disipled. Ind a laré : « ur spontailh é » ha krial a hrent ged an eun. Med abenn kaer, é laras Jézus déhé : “Fians ! Mé é ! n’ho-pes ket eun !”
Pier a laras neuzé : “Aotrou, mar dé hwi, gourhemennet dein moned devadoh àr an deur.” Jézus a laras : « Deit ». Pier a ziskennas ag ar vag hag a gerhas àr an deur eid moned devad Jézus. Med, é wéled éh oé kriù an aùél, eun en-doé èl ma komansé de sankein, huchal a hras : “Aotrou, salvet mé ». Kentezh, éh astennas Jézus é zorn, é krogas ennon hag é laras dehon : « Dén bihan a fé, perag éh oh én arvar ?” Ha pe oent deit abarh ar vag, é kouéhas an aùél. Neuzé oll ar ré a oé ér vag en em stouias diragton, én ur lared : “E gwirioné, éh oh Mab Doué”.
Pedenn àr ar provoù.
Aotrou Doué, reit ho-pes ar provoù-man d’ho iliz eid ma hello o hinnig deoh ; plijet genoh o dégemér ged madelezh, eid ma teint de voud, dré ho kelloud, sakremant or salvedigezh
Dré Jézus-Krist or Salvér
Pédenn goudé ar gomunion :
Aotrou Doué, ni ho ped ma véem dré ar gomunion-man d’ho sakremant, digabestret, ha grouiennet én ho kwirioné
Dré Jézus-Krist or Salvér