Pédam an Aotrou Doué,
Aotrou Doué, dégaset ho-pes ho Mab d’on salvein hag de ober a beb unan ahanom ho pugalé karet, sellet-ni enta ged madelezh ; èl ma kredam ér Hrist, groeit deom ar frankiz gwir hag ar vuhé peurbaduz.
Dré Jézus-Krist ho Mab, or Salvér hag on Doué, a viù genoh ha ged ar Spered santél, a oll viskoah de viruikén.
Pennad tennet a Livr Obéroù an Apostoled (14, 21b-27) :
Deit éndro de Ikonium ha de Antioch a vro Pizidi, é ré kalon Paol ha Barnabé d’an disipled hag o dougé de hoarnein biù ar fé én ur lared : red é deom tremén dré kalz a drébillioù aveid gounid Rouantelezh an Néañv.
Hanùein a hrent ur ré ag ar ré gozh é penn a beb unan ag o ilizioù ha goudé en-devoud pédet ha yunet, lakad a hrent an dud greduz-sé édan goarnasion an Aotrou Doué.
Treuzein a hrent ar vro Pizidi betag ar vro Pamfili. Goudé en devoud predeget d’an dud a vro Perjé, é tiskennent betag Attalia, hag enno, o-doé kemérent ur vag aveid moned éndro de Antioch a vro Siri ; énno éh oent bet lakeit édan grès Doué aveid al labour a oé bet neuzé kaset de-benn.
Pe oent arriùet, ha goudé en devoud tolpet izili an Iliz, é larent dehé ar péh en-devoé groeit an Aotrou Doué aveité ha penaos en-devoé éañ digoret dor ar fé d’ar Baganed.
Psalm 114
Revéet benniget, men Doué, de virùikén
Tinerded ha truhé é an Aotrou Doué,
Difonn d’ar gounar ha lan a garanté ;
Aveid an oll é madelezh an Aotrou Doué,
Hag é dinerded aveid oll é obéroù.
Bet mélet Aotrou Doué, dré ho obéroù
Bet mélet dré ho fidéled !
Ind a embanno ho rouantelezh ,
hag a vrudo ho obéroù kaer.
Bannein a hreint d’an dud ho taolioù kaer,
Gloér ha splanndér ho rouantelezh :
Ho rouantelezh,a zo ur rouantelezh peurbaduz,
Hag ho mestroniezh aveid an oll rumadoù
Pennad tennet a livr an Apokalips (21, 1-5) :
Mé, Iehann, gwélet em-es un néañv neùé hag un douar neùé, rag an néañv ketañ hag an douar ketañ a oé bet diskaret ha ne oé ket mui mor ebed.
Ha gwélet em-es é tischenn ag an néañv, a-zal an Aotrou Doué, ar gér santél, ar Jéruzalem neùé, prest kaer, èl ur plah gwisket braù aveid hé goaz.
Ha kleùet em-es ur boéh kriù hag a zé adal Tron Doué ; lared a hré : Chetu demeurans Doué ged an dud ; chomel a hrei geté hag ind a vo é bobl, an Aotrou Doué éañ mem a vo én o hreiz.
Séhein a hrei peb dar ag o daoulagad ha ne vo ket mui marù ebed ; ne vo ket mui na ouilerzh, na hucherezh, na tristé ; rag ar grouéans ketañ a vo oeit de ged.
Nezé an Hani a oé àr an Tron a zisklérias : Chetu me hra neùé-flamm oll an traoù.
Alleluia
Karanté é an Aotrou Doué.
En em garam an eil égilé èl ma on har an Aotrou Doué.
Epad ma oé Jézuz é kemér ar pred devézhan ged é zisipled, hag a p’en-doé Judaz oeit ér mêz, Jézuz a zisklérias « Breman éma gloestret Mab-Dén, ha gloestret é an Aotrou Doué énnoñ. Mar dé gloestret an Aotrou Doué énnoñ, an Aotrou Doué d’é dro a rei dehoñ é gloér ; ha eañ er rei heb dalé.
Mem bugaléigoù n’em-es mui nameid un nebeud amzér de chom genoh.
Me ra deoh ur hourhemenn neùé : en em garet an eil égilé.
Ar péh a ziskoei d’ar bed abéh éh oh men disipled a vo ar garanté ho po an eil aveid égilé
Pedenn àr ar provoù.
Aotrou Doué on Tad, én eskem souéhuz a sakrifis an overenn, ni a zo lodeg d’ho natur douéel ; èl ma anaùam ho kwirioné, groeit deom de voud fidél dehi épad oll or buhé.
Dré Jézus-Krist or Salvér.
Pédenn goudé ar gomunion :
Aotrou Doué lan a vadelezh, chomet tost d’ho pobl, rag hebzoh, or buhé en em ziskar; lakeit de bas d’ur vuhé neùé ar ré ho-pes disket déhé sakramatoù ho rouantelezh
Dré Jézus-Krist or Salvér.