33ved
Pédenn-digor :
Reit deom, Aotrou Doué, de gavouid al leùiné én ur boud fidél deoh : rag n’en-des ket na kaeroh na padusoh eurusted é servijein dalhmad Krouéour an oll vadoù.
dré Jézus-Krist, ho Mab, or Salvér hag on Doué, a viù genoh ha ged ar Spered Santél, a oll viskoazh de virùikén.
Lennadenn Livr ar profet Malaki
Chetu dé an Aotrou Doué é toned, toemm èl un tan fol.
Ne veint nameid plouz an dud rok ha dizouéuz.
An dé a zo é toned o losko, emé an Aotrou Doué, mestr ar bed, ken ne chomo geté na grouienn na bar.
Med aveidoh-hwi a zouj me hanù, é saùo un Héol a Justis. Ged é splanndér, é kaso geton ar gwelladur
Psalm 97
Doned a hra an Aotrou Doué de rénein ar bed ged reizhted
Sonet aveid an Aotrou Doué àr an delenn,
Ar an delenn hag oll ar benueger
Ged son ar trompilhoù hag ar horn-boud ;
Youhet dirag or Roué, an Aotrou.
Re zassono ar mor hag kement tra a zo ennon
Ar bed ha kement tra a zo àrnehon !
Re strako o daouorn ar stérioù
Re gano o joé ar manéioù.
Youhet an Aotrou Doué rag doned a hra
De rénein an douar.
Doned a hra de rénein ar bed ged justis
Hag ar pobloù ged reizhted.
Lennadenn eilved Lihér Sant Paol d’an Désalonisianed
Mem bredér,
Hwi a oui awalh, ar péh éma red de ober aveid kemér skwir àrnom. Rag nen dom ket chomet dilabour én ho mesk ; n’on-es ket reseùet heb péein ar bara on-es dèbret.
E kontrél, ged poén ha skuizder, dé ha noz, on-es labouret eid nepas boud ur samm de hanni ahanoh.
Avel just, é hellam boud ur samm aveidoh, med vennet on-es boud aveidoh ur skwir de héli.
Rag pe oem én ho mesk, é tisklériem deoh : ma ne venn ket labourad unan bennag, diwennet é dehon dèbrein eùé.
Ha breman, é kleùam lared éh es én ho mesk, tud dilabour ha ne hrant nitra.
D’ar ré-sé, é hanù ar Salvér, ar Hrist, é ram an urzh hag ar galù-man de labourad é peah aveid dèbrein ar bara gouniet geté.
Alleluia
En em zalhet plom ha saùet ho pennoù rag tostad a hra ho salvedigezh
Aviél or Salvér Jézus Krist revé Sant Lukas
En amzér-hont, é komzé an disipled de Jézus ag an Tampl, saùet ged mein kaer ha goarniset ged provoù pinùik.
Jézus a laras dehé :
« Hwi a wél razh an traoù-sé, oll ar mangoérioù-sé. E gwirioné m’el lar deoh, doned a hrei un amzér ma veint dismantet oll ken ne chomo mui mén àr vén. »
Ind a houlennas geton :
« Mestr karet, laret deom pégours é tégoého an traoù-sé ha pé merch a vo gwélet, a pe zei an traoù-sé rah de voud gwir ? »
Jézus a reskondas :
« Diwallet a voud lorbet. Rag éleizh a zei ém hanù hag a laro : Mé é ar Hrist ha deit é an amzér. Ne gerhet ket àr o lerh ! Hag a pe gleùet komz a vrezél, a zispeah, a emgann, ne zoujet
ket, diwallet ag en em néhansein ; rag éma red ma tei an traoù-sé de getan razh, mes n’é ket hoah an achiùmant. »
Laret a hras hoah Jézus dehé :
« Seùel a hrei pobl éneb de bobl ha rouantelezh éneb de rouantelezh. Ha boud a vo, a gornadoù, krénoù douar, kerteri a yoh, hag én néañ seblantoù spontuz ha burzhudoù braz.
Mes éraog oll an traoù-sé, ind a lakei o dorn àrnoh, ho koalgaso, ho kaso én o sinagogoù hag én o frizonioù ; ind ho stleijo dirag er rouéed hag ar hoarnerion, én arbenn a me hanù.
Rah an dra-man a zégoého eid ma reet testoni ahanon.
Lakeit enta kement-man én ho kalonoù : pe véet kaset d’ar léh-barn, ne chonjet ket éraog ér péh ho po de reskond. Me hrei deoh komz ged kement a furnéz ma n’hello razh ho énéberion na derhel penn
deoh nag ho tilared.
Gwerhet a véet dré ho tud, dré ho predér, dré ho kérent, dré hos amied, ha lod ahanoh a vo lakeit d’ar marù.
An oll en devo kaz dohoh én arbenn a me hanù. »
Pedenn àr ar provoù.
Plijet genoh, Aotrou Doué, selled doh ar provoù-man aveid ma hounidam geté de viùein eidoh én eurusted peurbaduz.
dré Jézus Krist ar Salvér.
Pédenn goudé ar gomunion :
Reseùet on-es, Aotrou Doué, sakremant an aotér, korv ha goed ho Mab, ha breman ho pedam ged ur galon izél ; ér sakrifis kinniget én ur zerhel sonj ahanon, èl m’en-des goulennet genom er gober,
lakeit de greskein énnom ar garanté.
dré Jézus Krist ar Salvér.