incomplet
Breùet ged ar gloéz, ar servitour en-des plijet d’an Aotrou. Mez, mar dé é vuhé un aberh a bénijenn, é vo reit dehon ur vuhé hir ; drézon é vo groeit vennanté an Aotrou. En arbenn ag ar boén en-des bet é wélo ar splanndér ha goalhet a vo é galon. Dré ma en-des gouzañvet poén, an hani reih, me servitour, a hounido ar reihted aveid an oll ; dougein a hrei samm o féhedoù.
Psalm 32 :
Revo ho karanté àrnom, on espér zo énnoh.
Ya, reih é komz an Aotrou Doué ;
Fidél é én oll é obéroù.
Karein a hra ar reihted hag ar justis ;
Lan é an douar ag é garanté.
Doué a zo eùéhuz àr ar ré en douj,
Hag a laka o espér én é garanté,
Eid o zennein ag ar marù,
gouarn o buhé d’an déioù a gerteri.
Gortoz a hram or buhé dré an Aotrou Doué;
Éan é eidom ur harp, ur skoed.
Aotrou Doué, revo ho karanté arnom,
El m’en dé on espér énnoh.
Lénnadenn Lihér Sant Paol Apostol d’an Ebréed (He 4, 14-16).
Breudér, é Jézuz Mab Doué, on-es ar béleg braz, an hani a zo oeit én tu rall d’an Néañv. Dalham mad enta de vannein ar fé.. E gwirioné, ar béleg braz on-es a zo tré de voud lodeg én or goannedigeh; é peb tra en-des anaùet ar poénioù èldom, ha n’en-des ket péhet.
Dam enta araog ged hardéhted tréma an Doué oll-gelloudeg lan a druhé hag a ra, pe vé red, grès é sekour.
Alleluia
Deit é Mab an Dén aveid servijein hag aveid rein é vuhé de brénein an oll dud
Aviél or Salvér Jézuz-Krist revé Sant Mark (Mc 10, 35-45)
Jak ha Yann, mabed Zébédé, a dostas de Jézuz hag a laras dehon :
« Aotrou, ni a garehé ma chelaoùeheh or goulenn. »
Ean a laras dehé :
« Petra a fallehé deoh ma hrein-mé aveidoh ? »
Ind a reskondas dehon :
« Lesket-ni de azéein, unan d’ho tu dehoù, an all d’ho tu klei, én ho kloér. »
Jézuz a laras dehé :
« Ne ouiet ket ar péh a houlennet. Hag helleheh-hwi éved d’ar halis éh an de éved ?, reseù ar badéent é kani é vein soubet ? »
Ind a laras dehon :
« Ni a hell. »
Ean a reskondas :
“Ar halis é kani éh an de éved, hwi a évo énno, hag ar badéent é kani é vein soubet, hwi er reseùo. Aveid kaved ul léh d’an tu dehoù dein, pé d’an tu klei, nen dé ket dein d’en obér; boud zo ré en-des o léh aprestet.”
An deg arall en-doé kleùet, hag arfleuet a oent éneb de Jak ha Yann.Jézuz o galùas hag a laras dehé :
« Er gouied a hret ; ar ré hag a vé sellet èl rénerion ar broioù païan a hourhemenn èl mistr ; ar ré vraz a zisko o gelloud. En ho mesk, ne zeli ket boud an traoù èlsé. An hani a venn doned de voud braz a vo ho servijour. An hani a venn doned de voud ar hetan a vo sklav an oll, rag nen dé ket deit Mab an Dén eid boud servijet mez eid servijein ha rein é vuhé aveid dasprénein an oll dud. »