Pédenn-digor :
Doué peurbaduz hag oll-gelloudeg, rénet-ni betag eurusted an néanv.
Groeit ma arriùo ar vandenn, deusto d’hé goannedigezh léh m’éma digoéhet trézhiuz ar bugul.
Dré Jézus-Krist ho Mab, or Salvér hag on Doué, a viù genoh ha ged ar Spered santél, a oll viskoah de viruikén.
Lénnadenn ketan :
Pennad tennet a Livr Obéroù an Apostoled (Ac 2, 14a.31-41):
Dé ar Pantekost, én é saù ged an unneg apostol arall, é komzas èlsè Pier, én ur lared kriù ha splann :
Tud Israel, red é deoh gouied kement-man : ar mem Jézus ho-pes lakeit de veruel àr ar groéz,
an Aotrou Doué en-des groeit anehon, ar Salvér hag ar Hrist”.
Ar ré hag a oé doh er chelaou a oé treboulet é kreiz o halon ;
ind a laras de Bier ha d’an Apostoled arall : “Breder, petra a zeliam-ni ober ».
Pier a reskondas dehé : “Distroeit de Zoué ha revo badéet peb unan ahanoh
é hanù Jézus-Krist eid en-devoud pardon é béhédoù.
Nezé, é reseùeèt donézon ar Spered Santél.
Aveidoh é ar péh en-des grateit an Aotrou Doué,
aveid ho pugalé, aveid oll ar ré a bell, oll ar ré hag a galùo an Aotrou Doué ».
Pier a gavas hoah gérioù arall eid o lakad de gredein én ur lared dehé :
« Distroeit ag ar rummad fariet-man hag é veèt salvet ».
Nezé, ar ré hag en-doé dégeméret komzoù Pier a zas de voud badéet
hag é kreskas an dé-sé a dri-mil nivér ar gristénion.
Psalm 22
Mem bugul é an Aotrou Doué :
N’em-es ket diovér a nitra.
Mem bugul é an Aotrou Doué :
N’em-es ket diovér a nitra.
Àr yeot fresk ar pradoù,
en um laka de ziskuizh.
Kaset on geton dirag an deurioù sioul
Ha lakeit on de viùein éndro ;
Dré an hent just éh on ambrouget
Én inour d’é hanù.
Ma treuzan touloù ar marù
Ne zoujan ket droug ebet
Hwi zo men gouarnour
Hag a ra dein konfortans.
Aozet ho-pes an daol aveidonn
Dirag m’enéberion ;
Hwi a daol ur frond hwék àr me fenn
Ha lanet é me halis.
Grès ha eurusted a zo genein
Bamdé épad men buhé ;
Me chomo é ti an Aotrou Doué
Hed mem buhé
Eilved lénadenn
Pennad tennet a lihér ketan Sant Pier Apostol (1P 2, 20-25) :
Aveid an dra-sé éh oh bet galùet, rag m’en-des gouzanùet ar Hrist aveidoh ;
ean en-des groeit deoh é skwir aveid ma heulieét é basoù ;
ean n’en-des jamès péhet na laret gaouiér erbet ; anjuliet, ne anjuliet ket anehon ;
lanet a gloéz, ne hourdrouzé ket anehon, med é ré é fians d’an hani a varn ged reizhted.
En é horv, douget en-des or péhédoù àr ar groéz eid ma hellehem merùel d’or péhédoù ha biùein ér reizhted :
dré é houlioù éh om éseit.
El deved, éh oeh baléerion bro ;
mes a-vreman eh oh deit éndro d’ar bugul a chom dihun étaldoh.
Alleluia
Jézus ar bugul mad a anaù é zeved hag é zeved en anaù ; reit en-des é vuhé aveité
Aviél Jézus-Krist revé Sant Iehann (Jn 10, 1-10)
Elsé é komzé Jézus d’ar Farisianed : E gwirioné, é laran deoh :
an hani a za abarh ar hraou-deved heb treuzein an nor,
med én ur grapein dré ur léh arall, hennezh é ul laer hag ur torfétour.
An hani a za abarh én un dreuzein an nor, hennezh é ar bugul, bugul an deved.
Ar porher a zigor dehon hag an deved a chelaou doh é voéh.
Ean a galù peb unan ag é zeved dré é hanù, hag o laka de voned ér méz.
Pen dint ér méz, é kerh én o raog hag ind en héli, rag ind a anaù é voéh.
Jamès ne hélieeint unan disanaùet. Ind a iei kuit pell azohton rag ne anzaùant ket boéh ar ré disanaùet ».
Jézus a geméras an hanvaladenn-man én ur gomz d’ar Farisianed
med ne gomprenent ket ar péh a fallé dehon lared.
Chetu perag Jézus a laras hoah : “E gwirioné, é laran deoh :
éh on dor an deved. Ar ré a zo deit é me raog, a zo oll laererion ha torféterion ;
med an deved n’en-des ket ind chelaouet. Mé, éh on an nor.
Mar ta abarh unan bennag drézon, salvet a vo ;
ean a hello moned ha doned hag a gavo ur prad de vouitad.
Al laer ne za nameid aveid laereh, dihougein ha diskarein.
Deit on mé eid ma o-devo oll an dud ar vuhé reseùet ged larganté.
Pedenn àr ar provoù.
Plijet genoh, Aotrou Doué ma reem deoh grès eid mistérioù Pask ;
ma hreint de badein énnom ho labour a salvedigezh,
ha ma veint ur vammenn a leùiné peurbaduz
Dré Jézus-Krist or Salvér.
Pédenn goudé ar gomunion :
Aotrou Doué oll-gelloudeg ha bugul lan a vadelezh, taolet àr ho pugalé ur sell a dinerded ;
salvet on bet dré hoed ho Mab. Digoret aveidom un demenrans é Rouantelezh an Neanv.
Dré Jézus-Krist or Salvér.