2ved sul Fask

Pedenn de zigor


Doué a druhédigezh divent, dégas a hret buhé  de fé ho pobl dré Houélioù Pask ; lakeit de greskein énnom ho krès eid ma helléem kompren muioh-mui ged pésort badéent éh om bet glañet, ged pésort Spered éh om bet adganet ha ged pésort goèd éh om bet dasprénet.
Dré…

 

 

Lennadenn Lihér Obéroù an Apostoled

 

Aketuz a chomé ar bredér de gelennadur an Apostoled,
d’an unanded a vreur,
de lid ar bara torret
ha d’ar pedennoù.
Doujans Doué a greské é peb kalon én ur wéled burzhudoù ha sinoù a vezé groeit ged an Apostoled.
Ar ré a oé deit de voud kreduz a viùé oll àr un dro,
hag a laké oll o danùéioù é boutin.
Gwerhein a hrent o madoù
ha lodennein a hrent ar priz étrezé revé dobérioù peb unan.
Bamdé, é vezent aketuz é voned d’an Tampl
Torrein a hrent ar bara ér gér ha kemer a hrent o fredoù é kreiz al leùiné hag an izelded a galon ;
Mélein a hrent an Aotrou Doué hag ar bobl a oé geté.
Bamdé, é té dehé, kaset ged ar Salvér, ar ré a faoté dehé boud salvet.

 

 

Psalm 117


Mélet an Aotrou Doué, ean a zo mad !
Peurbaduz é é garanté.


Ya !  Laret ti Izrael :
Peurbaduz é é garanté
Ya !  laret ti Aaron :
Peurbaduz é é garanté
Ya !  laret ar ré a zouj an Aotrou Doué :
Peurbaduz é é garanté.


Burtelleit on bet ha lakeit de gouéh
Med an Aotrou Doué  en-des men diwennet.
Me nerzh ha me han é an Aotrou Doué;
Ar salvedigezh é aveidon-mé.
Youhadennoù a joé hag a viktoér
Edan teltennioù ar just.

 

Ar maen en-des dilézet ar saùerion-tiér
A zo deit de voud ar maen-sôl :
Obérenn an Aotrou Doué é,
Ar burzhud édan on daoùlagad.
Chetu an dé en-des krouéet an Aotrou Doué
Revo aveidom dé a houil hag a leùiné.

 


Lennadenn tennet a getan lihér Sant Piér,

 

Bennozh de Zoué,
Tad or Salvér Jézus-Krist,
en-des ged truhé braz dohom
reit deom, dré adsaù Jézus Krist ag ar ré varù, ur vuhé neùé un dé de zoned
ha madoù n’hellant na boud goastet
na boud kousiet na gouiùein.
Ar madoù-sé,
émant doh ho kortoz én néañv,
rag nerzh Doué ho kouarn dré ar fé
eid ma veet lodeg ér salvedigezh a vo diskoeit d’an oll én achiùmant ag ar bed.
Ragsé é vo braz ho leùiné
deusto d’ar poénioù a beb sort
a zo red deoh gouzanv un herrad.
Elsé ho fé aprovet
ha hi gwel eid an eur aprovet én tan,
 a zégaso deoh gloér hag inour
pe zei or Salvér-Jézus-Krist de varnein ar bed.

Ean, hag a garet heb en devoud er gwélet, ean hag a gredet énnon heb er gwéled, énnon éma ho fé ;
Bereùein a hra ho kalonoù ged ul leùiné hebpar ha lan a hloér,
Rag éma deoh salvedigezh an inéanoù hag a zo ar priz ag ho fé.

Chetu komzoù Jézus

 


Alleluia.


Tomas « Rag ma ho-pes men gwélet, ho-pes kredet, emé ar Salvér
Euruz ar ré n’o-des ket gwélet hag en-des kredet. »

 


Aviél or Salvér Jézus-Krist revé Sant Iehann


Goudé marù Jézus,
d’an anderù-noz ag ar hetan dé ag ar suhun, èl ma oé cherret an norioù
él léh ma oé tolpet an apostoled,
 ged an aon ag ar Juifed,
deit Jézus én o hreiz,
hag a  lar dehé :
« Ar peah revo genoh !
Ha goudé boud laret ar homzoù-sé, ean a zisko dehé é zaouorn hag é gosté.
Braz a poé leùiné an disipled é wéled ar Salvér.
Ean a lar dehé un eil gwezh :
« Ar peah revo genoh !
El m’en-des me haset an Tad, mé eùé me ho kas de me zro. »
Arlerh ar homzoù-sé, é hwéh àrnehé  hag a lar dehé :
« Reseùet ar Spered
Pardonet a vo ar péhedoù
d’ar ré ma ho po int pardonet
ha dalhet a veint
d’ar ré ma ho po int dalhet.


Neoah, Tomas hanùet Didim (de lared gevel), unan ag an daouzeg, ne oé ket geté a pe oé deit Jézus. An disipled arall a lar enta dehon :
« Gwélet on-es ar mestr ».
Mes ean a reskond :
« Ma ne wélan ket én é zaouorn merch an tachoù,
ha ma ne lakan ket mem biz é léh an tachoù,
ha ma ne lakan ket men dorn én é gosté, ne gredein ket. »

Eizh dé àrlerh,
éh oé hoah an disipled ér mem léh
ha Tomas geté.
Jézus a za,
deusto ma oé cherret an norioù,
 en em laka én o hreiz
hag a lar :
« Ar peah revo genoh ».
Ha goudé é lar de Tomas :
« Tomas, lakeit ho piz aman  ha sellet men daouorn ; dégaset ho torn ha lakeit ean é me hosté ha ne veh mui diskredik,
Mes dén a fé ».
Tomas a reskond hag a lar dehon :
« Me Salvér ha men Doué ! ».
Jézus a lar dehon :
« Rag ma ho-pes men gwélet, ho-pes kredet.
Euruz ar ré n’o-des ket gwélet hag en-des kredet. »

Jézus a hras dirag é zisipled éleizh a vurhudoù arall
ha nen dint ket bet skriùet él livr-man.
Mes ar ré-man a zo bet skriùet
aveid ma kredéet éma Jézus Mab Doué,
ha ma ho-po, é kredein, ar vuhé dré é hanù.

 


Pedenn àr ar provoù.


Dégeméret ged madelezh, Aotrou Doué, provoù ho pugalé ha provoù ar ré a za de adganein ér Hrist ; deit éndro d’ar vuhé dré ar fé hag ar badéent, groeit ma teint d’an eurusted peurbaduz.
Dré…

 


Pedenn goudé ar gomunion.


Ni ho ped, Doué oll-gelloudeg ; groeit ma vo ar Mistér Pask reseùet ér gomunion-man, berped biù én or halonoù.
Dré…