20ved sulieg

Pédenn-digor :

 

Aotrou Doué, aveid an dud ho kar, ho-pes aozet madoù ne weler ket ; ni ho kar berped hag a dreist peb tra ; strèùet én or halonoù gred ho karanté, eid ma tenneem ahanoh an eurusted grateit genoh hag a zo én tu-rall de beb hoant.

Dré Jézus-Krist ho Mab, or Salvér hag on Doué, a viù genoh ha ged ar Spered Santél, a oll viskoah de viruikén.           

 

 

Pennad tennet a Livr Izai (Is 56, 1.6-7)

 

Komzoù an Aotrou Doué :

Gouarnet ar reihted, heuliet al lézenn. Rag tostaad a hra me salvedigezh, éma é toned, ha dizoleit e vo me reihted.

An estranjerion en-des um staget doh servij an Aotrou Doué, dré karanté é hanù, ha deit int de voud é serviterion, oll ar ré en-des miret ar Sabat, heb er lakad displeituz, hag en em stag sterd doh me emgleù, m’o haso d’ar mañé santél.

M’o lakei de voud euruz ém zi a bédenn, m’o dégeméro mad àr me aotér, ged o frovoù hag o sakrifisoù, rag hanùet e vo me zi :« Ti ar bedenn eid an oll pobloù. »

 

 

 

Psalm 66

 Mélam oll lan a joé madelezh an Aotrou Doué (bis)

 

Taolet àrnom, Aotrou Doué ur sell a leùiné

Revo anaùet ho hentoù àr an douar

Ho salvedigezh émesk an oll broioù.

 

Pobloù an douar kanet joé ho kalon

An Aotrou Doué a rén ar bed ged reihted

Eañ é mestr ar pobloù é peb léh àr an douar.

 

An Aotrou Doué a skuill é vennoh àrnom

Benniget-ni, o Tad oll gelloudeg

Revo ar bed abèh daoulinet diragzoh

 

 

Lénnadenn lizhér Sant-Paol Apostol d’ar Roméned (11, 13-15.29-32):

 

Breder karet, m’el lar deoh-hwi hag a oé payaned : p’en-dé gwir éh on apostol ar bayaned é kavehen inourabl lakad breudér me ouenn de voud jalouz un dé ha salvein ur ré anehé. Mar en-des ar bed en em gavet éndro ged Doué, pe oent ind dilézet, petra a arriùo pe veint dégeméret ? Ar vuhé a vo aveid ar ré hag a oé marù !

Donézonoù Doué hag é halvadenn a zo peurbadel. Gwéharall, é gwirioné, disentet ho-pes d’an Aotrou Doué, ha breman, abalamor de zisent Mabed Israël reseùet ho-pes an druhé. El-sé, ind eùé en-des disentet abalamor d’an druhé e hwes reseùet, mez groeit é aveid ma kaveint breman an druhé ind eùé. Doué, é gwirioné, en-des dalhet an oll dud disentuz aveid rein dehé é vadelezh.

 

 

Alleluia

 

Lakad a hra én ho saù, an Aotrou Doué ré vrèùet

Diwenn a hra an estranjour.

Euruz an hani a laka énnon é espér

 

 

Aviél revé Sant Maheu (15, 21-28)

 

 Jézuz en-doé em dennet tro-ha-tro Bro Tyr ha Sidon.

Chetu ur Gananéerez deit ag ar broioù-sé hag a huché :

« Ho pet truhé dohein, Aotrou, Mab David. Goallgaset é me merh ged un diaoul. »

Mez Jézuz ne reskondas nitra dehi. An disipled a dostas hag a houlennas :

« Reit hé houlenn dehi eid ne chomei ket de drouzal àr hor lerh ! »

Jézuz a reskondas : « Kaset on bet nameid aveid an deved kollet a Israël. »

Mez doned a hras-hi devadon : « Aotrou, deit d’em sekour ! »

Jézuz a reskondas : « N’é ket mad de gemér bara ar vugalé aveid er rein d’ar chas bihan. »

Ha hi de lared : « Mez justerwalh, ar chas bihan a zebr alkent ar brehonnoù-bara a goéh édan daol o mestr. »

Jézuz a reskondas :  « O Moéz, braz é ho fé ; revo groeit revé ar péh a houlennet. »

Ha d’an eur-sé hé merh a oé êseit dehi.

 

 

Pedenn àr ar provoù.

 

Plijet genoh Aotrou Doué, dégemer ar péh a gennigam aveid ar sakremant ag an aotér, léh ma um-hra un eskemm ha n’en-des ket é bar ; én ur gennig ar péh ho-pes groeit deom, ni a hello ho reseù é gwirioné.

Dré Jézus-Krist or Salvér     

 

Pédenn goudé ar gomunion :

 

Pédam an Aotrou Doué

Aotrou Doué, én ur reseù or Salvér ér sakremant, hwi ho-pes on staget muioh-mui doh ho mab Jézus ; ni ho ped hoah : groeit deom de voud hanval dohton àr an douar ha de voud lodeg én é gloér én néañv.

Dré Jézus-Krist or Salvér