Préfas an Avent-1


E gwirioné, Tad santél,

Doué oll-gelloudeg ha peurbaduz

un dra just ha déliet é ho trugérékad

é peb léh hag é peb amzér

dré Jézus-Krist, or Salvér.

 

Ur wezh ketan éma deit,

én ur gemér on natur distér,

eid kas de benn volanté madelezhuz

e-hues bet a oll viskoazh :

digor deom hent ar salvedigezh.

 

Un eil wezh, é tei éndro ged gelloud ha gloér

aveid rein deom, é splanndér ar baradouiz,

ar madoù a hortam breman én ur veilhal ér fé.

 

Rag-sé, unanet ged an Eled hag an Arhéled

ha ged oll speredoù gelloudeg an néañv,

é kanam mélasion d'ho kloér én ul lared de virùikén.

Santél