Pedenn-Veur N°4
Déliet-mad é ho trugérékad, Tad santél,
just-meurbet ha salvuz ho meulein,
rag hwi hebkén a zo Doué, an Doué biù ha gwirion
a zo a oll viskoazh, a vo de virùikén
sklerdér adrest spered mab-dén.
Hwi é Doué ar vadelezh ha mammenn peb buhé ;
groeit e-hues an oll draoù
eid o lanein ged ho pennoh,
ha rein leùiné de éleizh anehé
ged splanndér ho kloér.
Rag-sé, en em zalh diragzoh rummadoù dinivér a Eled
aveid ho chervijein dé ha noz ;
ha lan a joé é wéled ho splanndér,
ne arsaùant a ho meulein.
A-unan geté é fall deom eùé kanein deoh,
ha lakad dré or boéh ar bed a-bèh
de vrudein ged leùiné ho meuleudi
Santél
Ho meulein a hram, Tad Santél,
abalamor d’ho kelloud heb par,
dré ma hues groeit peb tra ged furnéz ha karanté :
krouéet e-hues mab-dén hanval dohoh,
ha reit karg dehon de rénein ar bed a-bèh,
aveid m’en-dehé gellet, dré ho cherviijein,
hwi hebkén é Grouéour,
boud mestr àr an oll grouédelezh.
Goudé m’en-des mab-dén, é tisentein dohoh,
kollet ho karanté,
ne hues ket éan dilézet édan gelloud ar marù :
én ho madelezh, éh oh deit de sekour an oll,
eid ma hellehent ho klask hag ho kavouid éndro.
Liéz a wezh e-hues groeit Emgleù ged an dud,
hag o disket dré ar Broféted,
én ur hortoz ar salvedigezh.
Karet e-hues kement ar bed, Tad santél,
ma hues kaset deom d’er salvein,
pe oé arriù an amzér merchet
ho Mab unganet.
Keméret en-des on natur dén
dré nerh ar Spered Santél
ha ganet é bet ag ar Werhiéz Vari ;
biùet en-des or buhé-ni,
hanval dohom é peb tra nameid ar péhed.
Doéré mad ar salvedigezh en-des dégaset d’ar ré beur,
ar frankiz d’ar ré dalhet ér sklavaj,
ar leùiné d’ar ré glaharet o halonoù.
Aveid kas de benn ho volanté madelezhuz,
en-des en em reit d’ar marù.
Med, éh adseùel ag ar bé,
en-des diskaret ar marù ha reit deom éndro ar Vuhé.
Hag eid ne viùehem ket mui aveidom on-unan,
med aveiton-éan, marù hag adsaùet,
en-des kaset ag ho perh, Tad Santél,
èl donézon ketan d’ar ré a gred,
ar Spered Glan de beurachiù é labour ér bed,
én ur santéllad peb tra.
Chetu breman or pedenn, Aotrou Doué,
reblijo ged ho Spered Glan santéllad ar provoù-man,
Aveid ma teint de voud Korv (+) ha Goèd or Salvér Jézus-Krist,
ha ma helleem lidein ar mistér braz
en-des Jézus reit deom
èl sakrifis an Emgleù peurbaduz.
Pe oé deit an eur aveiton de reseù gloér genoh, Tad Santé,
èl m’en-doé karet ar ré a oé dehon ér bed-man,
Jézus o haras tré betag ar penn.
Hag épad ar Goén devéhan é kemér bara,
er bennig hag en torr étré é zisipled én ul lared :
Keméret oll ha dèbret
rag kement-man zo me horv
lakeit d’ar marù aveidoh.
Elsé hoah, é kemér ar halis lan, a win,
hag én ur rantein deoh gloér ha trugéré,
er ra d’é zisipled én ul lared :
Keméret oll hag ivet,
rag hennen a zo kalis men Goèd,
Goèd an Emgleù neùé ha peurbaduz
skuillet aveidoh hag aveid an dud
eid pardon ar péhédoù.
Groeit kement-man aveid lidein ar chonj ahanon.
Chetu perag, Aotrou Doué, ni eùé,
én ul lidein breman mistér or salvedigezh,
é talham chonj ha Jézus marùet
ha diskennet émesk ar ré varù,
é tisklériam or fé énnon
a zo adsaùet d’ar vuhé ha oeit d’an néañv a zéheù deoh.
Hag én ur hortoz é zistro ged gloér
é kennigam deoh é Gorv hag é Hoèd,
ar sakrifis n’en-des nameiton a blij deoh,
ha a hell salvein ar bed a-bèh.
Taolet ur sell, Aotrou Doué,
àr ar brovadenn a laket étré daouorn ho Iliz :
én ho madelezh, reit d’ar ré
a vo lodeg ér bara hag ér gwin-man
ar hrès de voud unanet
ged ar Spered Glan én ur horv hebkén ;
lakeit ind de voud parfet é Jézus-Krist,
Ma teint de voud ur brovadenn viù
eid ho meuleudi hag ho kloér.
Ha breman, ho-pet chonj, Aotrou Doué,
ag an dud a gennigam ar sakrifis-man aveité :
ee getan, ho servitour, on Tad santél Franséz
on Eskob Raymond hag oll eskobed ar bed ;
an oll véléion hazg ar ré en-des karg én Iliz,
ar ré en-des goulennet an overen-man ……
ar ré tolpet éndro deom,
ho pobl kristén a-bèh,
ha kement hani ho klask a wir galon.
Ho pet chonj eùé ag or breudér marù é peah or Salvér
hag an oll dud treménet
n’en-des nameidoh aveid anaouid o fé.
Deom-ni, bugalé deoh,
reit ar hrès, Tad madelezhuz,
de voud lodeg é leùiné ar Baradouiz,
ged ar Werhiéz gloriuz Vari, Mamm de Zoué, ged Sant Jojeb hé fried
ged an Apostoled hag an oll Sent,
én ho rouantelezh :
éno, ged an oll Grouéedelezh tennet a vreinadur ar péhed hag ar marù,
é kaneem ho kloér de viruiké,
dré or Salvér Jézus-Krist :
rag drézon é skuillet àr ar bed
an oll vadoù ged larganté.
Dré ho Mab, geton hag énnon
deoh-hwi, Doué an Tad oll-gelloudeg
a-unan ged ar Spered Santél,
peb gloér ha peb inour
a oll viskoazh de virùikén. Amen