Pedenn-Veur N°3
Santél oh-hwi, Aotrou Doué,
ha déliet é de gement tra e-hues krouéet
kanein deoh meuleudi,
rag, dré ho Mab, or Salvér Jézus-Krist,
ha dré nerh ar Spered Glan,
é ret de beb tra buhé ha santelezh,
hag é talhet de zastum a beb tu ur bobl a vo ho hani,
ur bobl a gennigo d'ho hanù santél dré ar bed a-bèh
ur brovadenn divlamm.
A galon izét, é houlennam enta genoh, Aotrou Doué,
ma vo sakret ha santélleit ged ho Spered Glan
ar provoù-man on-es dégaset deoh,
eid ma teint de voud Korv (+) ha Goèd ho Mab,
or Salvér Jézus-Krist,
ean hag en-des gourhemennet deom
lidein ar sakrifis-man.
An noz man dé gwerhet, Jézus a gemér bara,
hag én ur rantein deoh gloér ha trugéré,
er bennig, en torr étré é zisipled én ul lared :
Keméret oll ha dèbret,
rag kement-man zo me horv
lakeit d'ar marù aveidoh.
Elsé hoah, goudé koén, é kemér ar halis,
hag én ur rantein deoh gloér ha trugéré,
er bennig hag er ra d'é zisipled én ul lared :
Keméret oll hag ivet
rag hennen a zo kalis men Goèd,
Goèd an emgleù neùé ha perbaduz
skuillet aveidoh hag aveid an dud
eid pardon ar péhédoù.
Groeit kement-man aveid lidein ar chonj ahanon.
(Béleg : Chetu aman mistér ar Fé
Pobl : Kanenn goudé saù korv Doué)
E terhel chonj enta, Aotrou Doué,
ag ho Mab en-des gouzanùet
é Basion aveid or salvedigezh,
a zo deit a varù de viù,
ha ged gloér saùet d'an Néañv,
én ur hortoz eùé ma tei éndro é fin ar bed,
é kennigam deoh aveid ho trugérékad
ar sakrifis-man biù ha santél.
Taolet, ni ho ped, ho sell madelezhuz
àr brovadenn ho iliz,
aveid anaouid énni sakrifis ho Mab
en-des reit deom éndro ho pardon.
A pe veem bet maget ged Korv ha Goèd or Salvér,
reit deom ar hrès de voud lanet ged ar Spered Santél,
eid ne hreeem mui
nameid ur horv hag ur spered hebkén
é Jézus-Krist, on Aotrou.
Reblijo geton rein deom santelezh,
ma helleem-ni eùé boud ur brovadenn peubaduz,
ka kaouid lod é eurusted ar baradouiz,
ged ar Werhiéz gloriuz Vari, Mamm de Zoué, Sant Jojeb hé fried
an Apostoled hag ar Vartired santél, Sant(ez)...
hag an oll Sent a zalh de bedein diragzoh aveidom.
Groeit eùé, ni ho ped, Aotrou Doué,
ma talvo ar sakrifis-man, sakrifis ar pardon, hag an Emgleù neùé,
de zégas d'ar bed a-bèh peah ha salvedigezh.
Kriùeit fé ha karanté ho iliz
hed hé ferhinded àr an douar.
Reit nerh d'ho servitour, on Tad santél, ar Pab Franséz,
on Eskob Raymond, an oll eskobed ha béléion.
Sekouret ar bobl a-bèh e-hues dibabet aveidoh ;
ho tud fidél tolpet diragzoh eid ho servijein :
chelaouet o fedennoù ha chomet geté d'o gouarantein ;
ho pugalé dispartiet a beb tu :
galùet ind devadoh, Tad madelezhuz,
ma veint dastumet én ho pobl.
On breuder treménet ha kement dén just
en-des kuiteit ar bed-man :
plijet genoh rein dehé
un dégemér mad én ho rouantelezh ;
éno eùé on-es espérans
de viùein geté unanet oll de virùikén,
ha de voud goalhet ged splanndér ho kloér
dré or Salvér Jézus-Krist,
rag drézon é skuillet àr ar bed
oll vadoù ged larganté.
(Dré ho Mab geton hag ennon R/Amen
Deoh hwi Doué en Tad oll gelloudeg, a-unan ged ar Spered Santél R/Amen
Peb gloér ha peb inour a oll viskoah de viruikén R/Amen )