Pedenn-Veur N°2
Lid ar gonsékrasion
Ya, santél oh é gwirioné, Aotrou Doué, ha hwi é mammenn peb santelezh.
Plijet genoh enta santéllad ged nerh ho Spered Glan
ar provoù-man kenniget deoh, ma teint de voud aveidom :
Korv ha Goèd ( ┼) or Salvér Jézus-Krist
D’an eur ma dé gwerhet ha m’en-em ra d’é Basion ag é vad volanté,
Jézus a gemér bara hag, én ur rantein deoh gloér ha trugéré,
en torr étré é zisipled én ur lared :
Keméret oll ha dèbret rag kement-man zo me horv
lakeit d’ar marù aveidoh.
Elsé hoah goudé koén é kemér ar halis hag,
én ur rantein deoh gloér ha trugéré, er ra d’é zisipled én ur lared :
Keméret oll hag ivet, rag hennen a zo Kalis men Goèd,
Goèd an emgleù neùé ha peurbaduz
skuillet aveidoh hag aveid an dud
eid pardon ar péhedoù.
Groeit kement-man aveid lidein ar sonj ahanon.
(Béleg : Chetu aman mistér ar Fé
Pobl : Kanenn goudé saù korv Doué)
É terhel chonj enta a varù Jézus hag é adsaù ag ar bé,
a kennigam deoh, Tad Santél, bara ar vuhé ha kalisad ar salvedigezh,
én ul lared deoh trugéré
eid ar hrès a ret deom d’en em gavouid diragzoh aveid ho servijein.
A galon izél, ho pédam :
ni hag a geméro lod é Korv ha Goèd or Salvér,
lakeit-ni de voud unanet oll, dré nerh ar Spered Santél.
Ho pet chonj, Aotrou Doué ag ho Iliz streùet dré ar bed abèh ;
groeit ma talho de greskein én ho karanté
a-unan ged on Tad santél ar Pab FFF (Fransez),
on Aotrou Eskob RRR (Raymond)
ha kement hani en-des karg ag ho pobl.
Ho pet chonj eùé ag or breudér a zo marù ged an espérans
de seùel lan a vuhé ;
ni ho ped aveid oll ar ré tréménet
en-des labouret eid ma chomo biù ar sevenadur a Vreizh.
dégeméret-ind én ho Paradouiz de wéled ho splanndér.
Plijet genoh kemér truhé dohem,
ma helleem boud lodeg ér vuhé peurbaduz,
ged ar Werhiéz gloriuz Vari, Mamm de Zoué, ged Sant Jojeb hé fried,
ged an Apostoled, hag an oll Sent, en-des biùet én ho karanté.
A-unan geté, lakeit-ni de ganein de viruikin
ho kloér hag ho meuleudi, dré Jézus-Krist or Salvér.
(Dré ho Mab geton hag ennon R/Amen
Deoh hwi Doué en Tad oll gelloudeg, a-unan ged ar Spered Santél R/Amen
Peb gloér ha peb inour a oll viskoah de viruikén R/Amen )