Pedenn-Veur N°1
Tad lan a vadelezh, ho pedein a hram a greiz kalon
dré Jézus-Krist ho Mab hag on Aotrou,
ha drézon é houlennam genoh dégemér ha bennigein ar provoù-man,
ar sakrifis glan ha santél.
Er hennig a hram deoh de getan aveid ho Iliz santél katolig,
ma plijo genoh hé diwall ha rein dehi ar peah,
hé unanein hag é ren dré ar bed abèh,
a-unan ged on Tad santél ar Pab Santél Franséz
on Eskop Raymond
ha kement hani en-des karg de vired ar gwir fé katolig deit ag an Apostoled.
Ho pet chonj, Aotrou Doué,
ag ho serviterion (ha servitourézed) XXXX
ag ar ré a zo aman éndro deom,
a anaùet o fé hag o haranté.
Aveité é kennigam, hag ind eùé a gennig deoh
ar sakrifis-man a vélasion
aveité hag o zud,
aveid o salvedigezh,
aveid o yéhed a gorv hag a inéan ;
devadoh é saùant o fedennoù,
Doué peurbaduz, biù ha gwirion.
Unanet ged an Iliz abèh, é fall deom inourein
de getan an Intron Varia, berped Gwerhiéz,
Mamm de Jézus-Krist, on Doué hag on Aotrou,
Sant Jojeb hé fried,
an Apostoled santél, Pier ha Paol,
Andeù, Jak ha Iehann, Tomaz, Jak ha Filip,
Bartolomé ha Maheu, Simon ha Tadé ;
ar Vartired : Lin, Clet, Klémans,,
Sist, Kornéli ha Siprian
Lorans, Krizogon, Iehann ha Paol
Kosman ha Damian hag an oll Sent.
Dré o méritoù hag o fedennoù,
ni ho ped d'or sekour ha d'on goarantein berped,
dré or Salvér Jézus-Krist. Amen.
Chetu enta ar brovadenn a gennigam deoh,
ni, ho péléion, ha genom ho tud fidél :
dégeméret-hi ged madelezh, Aotrou Doué,
eid ma viùeem én ho peah ér bed-man,
hag é léh boud dañet de virùikén,
ma veem merchet émesk ar ré salvet,
dré or Salvér Jézus-Krist. Amen.
Plijet genoh, Aotrou Doué, dré nerh ho pennoh,
santellad ar brovadenn-man,
ma vo é stad de blijein deoh ha ma tei de voud aveidom
Korv (+) ha Goèd ho Mab karet,
Jézus-Krist an Aotrou.
D'an noz éraog é basion,
Jézus a gemér bara én é zauorn santél,
hag é zaoulagad saùet tréma an néañv,
devadoh-hwi, Doué é Dad oll gelloudeg,
én ur rantein deoh gloér ha trugéré,
é vennig ha é torr ar bara étré é zisipled én ul lared :
Keméret oll ha dèbret
rag kement-man zo me horv
lakeit d'ar marù aveidoh.
Elsé hoah goudé koén,
é kemér ar halis présiuz-man étré é zaouorn santél
hag én ur rantein deoh gloér ha trugéré,
er bennig hag er ra d'é zisipled én ul lared :
Keméret oll hag ivet
rag hennen a zo kalis men Goèd
Goèd an emgleu neùé ha peurbaduz
skuillet aveidoh hag aveid an dud
eid pardon ar péhédoù.
groeit kement-man aveid lidein ar chonj ahanon.
(Béleg : Chetu aman mistér ar Fé
Pobl : Kanenn goudé saù korv Doué)
Chetu perag ged ar chonj a Jézus-Krist,
ho Mab hag on Aotrou, en-des gouzanùet é Basion,
a zo deit a varù de viù
ha ged gloér saùet d'an néañv,
ni, ho péléion, ha genom ho pobl santél,
ni a gennig deoh, Doué a oll vrasted,
diàr ho tonézonoù,
ar sakrifis divlamm, ar sakrifis santél,
bara sakret ar vuhé peurbaduz
ha kalisag ar salvedigezh.
Taolet àrnehé, ni hoi ped, ur sell a garanté,
hag, èl m'ho-pes dégeméret mad
provoù ho servitour Abel, an dén just,
sakrifis Abraham on Tad,
ha hani Melkisédeg, ho péleg meur,
dégeméret aman ar sakrifis santél,
ar brovadenn divlamm.
A galon izél ho pédam, Doué oll-gelloudeg :
groeit ma vo douget or provadenn dré ho El santél
àr aotér ho kloér é lein an néañv,
diragzoh-hwi, Doué a oll vrasted,
aveid ma tichenno peb grès ha peb bennozh
àrnom-ni oll a geméro diàr an aotér-man
Korv ha Goèd ho Mab or salvér Jézus-Krist. Amen.
Ho-pet chonj eùé, Aotrou Doué,
ag ho serviteron (ha servitourézed)...
treménet én o raog, merchet ged siell ar Fé,
hag a zo breman kousket ér peah.
Reit dehé, ni ho ped,
ha d'an oll inéanoù a repoz én Aotrou Krist,
sklerdér, peah ha leùiné ho paradouiz. Amen.
Ha deom-ni eùé, péherion,
lan a fians én ho madelezh,
reit ar hrès de voud lodeg
é eurusted ho Apostoled ha Martired santél,
Iehann ar Badéour, Stevan, Maheuaz ha Barnabé,
Ignas, Aleksandr, Marsellin ha Pier,
Félisité, Perpétu, Agat, Lusi
Agnès, Sésil, Anastazi hag an oll Sent.
Aveid on dégemér én o mesk,
ne sellet ket doh talvoudegezh on obéroù
met doh larganté ho madelezh
dré or Salvér Jézus-Krist.
Drézon berped é krouéet an oll vadoù-man,
é laket énné santelézh, buhé ha bennozh
aveid o rein deom é donézon.
Dré ho Mab, geton hag énnon,
deoh-hwi, Doué an Tad oll-gelloudeg
a-unan ged ar Spered Santél,
peb gloér ha peb inour a oll viskoazh de virùikén
Amen